Priz Bras kirri Spagn

Troiad Catalunya abaoe 2021

Priz Bras Spagn (spagnoleg : Gran Premio de España; katalaneg : Gran Premi d'Espanya) zo ur redadeg Formulenn 1 dalc'het bep bloaz e Katalonia, nepell diouzh Barcelona. Krouet e oa bet ar redadeg e Priz Bras kirri Spagn 1913 hag unan eus Prizioù Bras koshañ ar bed eo. Goude un ehan abalamour da Vrezel Spagn e oa bet dalc'het adarre adalek Priz Bras kirri Spagn 1967 hag ebarzhet e Kevezadeg bed ar Formulenn 1.

Meur a droiad o doa degemeret Priz Bras Spagn, Guadarrama evit ar bloavezhioù kentañ, Jarama ha Montjuïc goude an Eil Brezel-bed, Jerez er bloavezhioù 1980 ha Barcelona bremañ.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy